Ar paotr disoursi - Les Ramoneurs De Menhirs, Louise Ebrel

Ar paotr disoursi - Les Ramoneurs De Menhirs, Louise Ebrel

Альбом
Tan ar Bobl
Год
2014
Язык
`English`
Длительность
210250

Below is the lyrics of the song Ar paotr disoursi , artist - Les Ramoneurs De Menhirs, Louise Ebrel with translation

Lyrics " Ar paotr disoursi "

Original text with translation

Ar paotr disoursi

Les Ramoneurs De Menhirs, Louise Ebrel

Me a so ur paotr bihan savant ha disoursi

Netra ne blij din gwelloh 'wid mont da hoari toupi

Ober skolig al louarn iwe hoazh a garan

'Wid gouren ha neizheta, hwitellad ha kanañ

Ma chupenn, ma jiletenn a so ganin diheiet

'N tu diaraog deus ma bragow so ganin difoeltret

Graet ganin d’en em bilad dimeus ma hamaradow

Pa vin erru barzh ar gêr, me am mo bazhadow

Hag ar gwer war an tier alies a dorran

Ober profit d’ar gweraer, mignon bras on dezañ

Hoazh e plije din ober gis da m’hamaradow

Hont da hoari chetiñ mein ba beg ar chiminalow

Nag alies 'maes ma hoant, me a vez red din tremen

Ha kousked er-maes en nos, me a ra pinijenn

Gwel' a ran ar jañdarmed ewid doned da m’sponto

Koms rant din deus ar prison, prest visen da m’rento

Med d’antreal en toull-bazh, hemañ zo abredig

Kar amañ so 'r paotr bihan ha n’ew ket gwal- spontig

2+ million lyrics

Songs in different languages

Translations

High-quality translations into all languages

Quick search

Find the texts you need in seconds